en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Brezel ar parkeier : enklask nevez Splann!

Brezel ar parkeier : enklask nevez Splann!

SPLANN! zo o paouez embann un enklask nevez diwar-benn an douaroù e Breizh : "brezel ar parkeier" ec’h anv. C’hoant en deus bet ar media dizalc’h da glask reiñ da gompren perak eo ken kompliket da dud zo lañsañ ur feurm nevez e-keit ha ma vez ken aezet da reoù all brasaat o hini. Komzet e vez deus ar SAFER alies evel arouez ur ur sistem direizh. Met merzhet o deus kazetennerien.ezed Splann ne oa ket ken simpl ha se an afer. Diskouez a reont ar pouez o devez an darempredoù denel feuls etre labourerien-douar en aferioù douaroù, etre ar re vras hag ar re vunut lakomp. Juliette Cabaço Roger a zo gopradez Splann a zispleg deomp abalamour da betra o deus kaset da benn an enklask-mañ.

Gant Julie Lallouët-Geffroy eo bet kaset an enklask hag eo bet lakaet hennezh e brezhoneg gant Riwanon Kallag.

 

Pennad-kaoz gant Maelle Ausias



 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio