Keleier ar vro d'al Lun 11 a viz Gwengolo da 8e30
Ouzhpenn 11 000 a dud o doa kemeret perzh er redadeg Odyssea disadorn e Brest 'vit rastellat arc'hant evit stourm ouzh krign-bev ar bronn. Veronique Le Meur, eus ar Relecq-Kerhuon, ‘oa deuet da c’haloupat gant he familh.
30 vloaz 'zo e oa bet digoret Ti Menez Are, ar greizenn da degemer skolidi a gemere perzh ‘ba klasoù natur met ivez touristed. Jeje Gwenn ‘zo prezidant ar Scic : ar stal zo he c’harg merañ ti Menez-Are ha Stefan Merrer, rener an Ti, a oa ouzh mikro Erwan Blanchard.
Holl reportajoù keleier ar vro da selaou AZE.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- Ouzhpenn 2100 den a zo marvet e Maroko abalamour d'ar c'renn-douar
- Ur c'hant bennag a dud o doa manifestet e Mayotte disadorn a-enep an diouer a zour war an enezenn
- Miliadoù a dud a oa en em vodet e Israel da raktres reform ar justiz
- Harzet zo bet 12 den yaouank eus an tu-dehoù pellañ disadorn e Cherbourg
- Nullet zo bet daou goulzad kehentiñ war riskloù an alkool gant ministrerezh ar Yec'hed
- Loc'het eo Kib ar bed ar Rugby
- Coco Gauff he deus gounezet an US Open
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas