en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Les amants passagers

Les amants passagers

LES AMANTS PASSAGERS Ur film savet gant : Pedro Almodovar (2013). Gant : Javier Càmara, Carlos Areceo, Ràul Arévalo, Lola Dueñas. Ne ouian ket ar pezh a dremen e pennoù an dud pa'n em gavont dirag un dañjer braz, en arvar a goll o buhez. Setu ataw sujed film nevez Pedro Almodovar. En un Airbus A320 war-nij hag é troiñ a-dreist da Vro-Spagn e welomp penaoz e c'hoari an traoù gant tremenidi ar c'hlas Aferioù. Ne ya ket an traoù evel kustum en avion-se, tamm ebed, rag ur gudenn zo gant an Airbus : ne ya ket an traoù kén gant unan ag ar c'hilhoroù-douarañ, da lâred eo gant ar rodoù ! Tra mand eo bet lakaet tremenidi ar c'hlas marc'hadmad da gousked evid ma chomint trankil, e ta da re ar c'hlas Aferioù (un nebeud a dud hebkén) da anavoud ar wirionez, hag ar pezh a zo douzh o gortoz : da lâred eo ar marw, marse 'walc'h, pa glasko ar c'harr-nij douarañ. Hag ouzhpenn-se ne gav ket ar sturier aerborzh ebed lec'h pozañ ar c'harr-nij, evel ma vehent bet abandonet en aer. En un taol e kompren an oll emaint marse é vevañ o momantoù diwezhañ, disikour-kàer. Gouied a raomp oll e vo red dimp mervel un deiz bennag, mez pell eo an deiz-se, a gredomp, ha da c'hortoz e klaskomp tennañ korvo ag hon amzer, en ur mod bennag, lod evel Sant Jerom, lod evel Jérôme Cahuzac, lod evel c'hwi ha me. Bevañ a raomp evel pa vehemp eternel, beurbaduz ! Mez n'anavomp ket an deiz resiz. Mar dehe dimp da weled spiz ar momant é tostaad, neuze e vehe ur ganenn arall, kredabl ! Arabad gortoz amañ ur film psikologel, ur studi don ag ar pezh en dehe gellet boud ur sujed interesuz. Tamm ebed. Amañ ema waet Almodovar war un dachenn hebkén : heni ar seks, hañvalreviad pe arallreviad, é tiskoueziñ penaoz e vez renet an dud gant an afer-se. Ur feson d'ober goap d'ar marw e ta al lez da voud amañ. Tre evel e-pad ar brezel, war am boa lennet : tra ma kase an Alamanted o fuzeennoù V1 pe V2 war Londrez e c'hoarie ar serc'heged, da lâred eo an amourouzion, gant o c'horfoù tre edan ar bombadegoù. C'hoarzhed a ra an den e-pad ar film, mez chom a ra dipitet un tammig memestra. Mizer en deus an arvester da gavoud ar pezh a veze kustum da gavoud dindan sinadur Pedro Almodovar beteg bremañ. Interesuz eo gweled just a-walc'h ar pezh a zo bet skrivet diwar-benn ar film-se er journalioù. N'eo ket akord an dud tamm ebed. Mar chom lod ag an dud war o c'hoant e taol tud arall mel d'ar film. Neuze, ha moian ' vehe lenn an traoù gant un alc'hwez arall eged an heni a zigor dimp sal ar rez-douar ? Marse e rankomp selled uhellikoc'h evid prederiañ un tammig ha kompren pal ar sevener. Neuze, daoust ha ne vehe ket ar film-se ur skeudennadur ag hon bed foll prest da fardiñ er vur, prest da stokiñ douzh an douar e berrig amzer ? Rag a-benn ar fin eh omp un tammig evel tremenidi an Airbus-se, pa soñjomp mad. Kousket an darn vuiañ ag an dud gant ar bruderezh ha plijadurioù skañv ha diroll ar vuhez pasket dezhe gant tud sañset speredekoc'h&hag a zo er memez karr-nij ! Hag ar re-mañ, hag a anav ar wirionez hag an dañjerioù a zo douzh hon gortoz, a rank choaz : pe ankouaad ar wirionez-se, rac'hwizañ selled douzh an dazont, pe klask limitañ an dizalbad, an distruj. Marse. Mez daoust ma c'hell an den lenn an traoù er mod-se e chom diaez dezhañ boud achantet gant ar film. Kalz ne vern penaoz, en despet ag ar mankoù, e chom ar film-se unan bet savet gant Almodovar memestra. Ale, setu toud evid hiziw, chelaouerion gaezh. Neuze, plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130410.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio