Bruderezh evit ar c'helenn diwyezheg.
Get Ofis publik ar Brezhoneg oa bet roet lañs ar sihun dremenet d'ur c'houlzad brudiñ. Panelloù bras a zo bet moulet hag e vint gwelet e meur a gêr vras, èl Sant Brieg, Gwened, Brest pe Roazhon. Selaouamp doc'h Fulup Travers, é karg ag Ofis ar Brezhoneg e Roazhon. Lâret a ra deomp piv a faot dezhe tizhout dre ar bruderezh-se. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.