en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Lise Lannuon : ret da liseaned an hentad divyezhek dilezel ur yezh vev ?

Lise Lannuon : ret da liseaned an hentad divyezhek dilezel ur yezh vev ?

Un diforc'h zo graet etre liseaned ar filierennoù divyezhek hag ar re all da goulz an tremen e termen klas ! Sell aze ar pezh a zo bet lakaet war wel gant Divyezh Breizh ar sizhun-mañ. Nevez zo, e lise Feliks an Danteg Lannuon, zo bet goulennet dre heg digant 4 lisean ha liseanez dilezel unan eus ar yezhoù bev bet studiet gante er c'hentañ klas er bloaz-mañ.

 

Diwar-vremañ e vefe ret da liseaned hentadoù divyezhek ar vro choaz etre studiañ un deirvet yezh vev ha studiañ un opsion. An ospion-se a c'hall bezañ ur yezh : evit pezh sell ar 4 lisean a zo kaoz dionte emaint o studiañ italianeg. Goulenn a reer digante neuze choaz etre an italianeg hag ar spagnoleg pe an alamaneg evit unan anezhe...

 

E miz Here tremenet e oa bet kaset ul lizher gant Eddy Penven, prezidant Divyezh Breizh, da rektor akademiezh Roazhon da zedennañ e evezh war ar skoilh-se. Met n'eus ket bet respontet dezhañ gwech ebet..

 

Hiroc'h gant Laurent ar Gov, kelenner istor-douaroniezh e lise Lannuon.

 

Embannet o deus tud Divyezh Breizh e oant prest da gas an afer betek lez-varn ar velestradurezh ma ne vefe ket diluziet prim ar skoulm gant ar rektoriezh.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(foto Twitter Stéphani·e Stoll)

 
 

 

 

 

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio