Kendiviz an NPLD (Network for the promotion of linguistic diversity) e Roazhon
Penaos saveteiñ ha diorren yezhoù minorelaet europad pe yezhoù nann-hegemonek ? Setu pal ar rouedad anvet NPLD Network for the promotion of linguistic diversity a zo ur rouedad a live Europa a labour war dachenn ar yezhoù evit kas war raok al liesseurtet yezhel en Europa. Bodad a ra an NPLD oberourien ar politikerezioù yezh e Europa, ar gouarnamantoù emren, ar gargidi, an deknikourien karged da lakaat e blas ar bolitikerezh yezh e pep bro .. deus Finland betek Euskal Herria ha bro Gembre. Dalc’het zo bet an emvod meur diryaou tremenet e Otel Courcy e Roazhon hag ur c’hollok zo bet dalc’het d’ar gwener beure. Tem ar bloaz a oa an treuzkas ha meur a zen o deus kemeret ar gaoz, arbennikourien a-vro bask, Italia, Breizh, Bro-Gembre pe c’hoazh Broioù Katalan. Kenaozet e oa ar c’hendael gant an OPAB Ofis Publik ar brezhoneg. Fulup Jakez rener ofis Publik ar Brezhoneg a zispleg deomp perak eo bet dibabet tem an treuzkas.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel