en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

In Cité 8 : gweladennoù heñchet e brezhoneg eus troiad an oberennoù arzel

In Cité 8 : gweladennoù heñchet e brezhoneg eus troiad an oberennoù arzel

Klozet e oa bet In Cité disadorn e Rostrenn ! Gant eizhvet gouel an arzoù kêr ekologel e oa bet pedet 9 arzour hag arzourez da chom e Rostrenn hag er C'hastell-Nevez e-pad un nebeud devezhioù da grouiñ oberennoù e kreiz-kêr. Aozet e vez In Cité bep bloaz gant ar gevredigezh La Fourmi-e. Hag evit ar wech kentañ e kinnige honnezh d'an dud gweladennoù heñchet divyezhek eus an troiadoù da zizoloiñ an oberennoù bet savet. Ur c'henlabour gant Padrig Ferog eus ar gevredigezh RAOK. Deomp d'e heul ha da heul arzourien eus Breizh, eus ar Frañs hag eus pelloc'h c'hoazh...

 

Lean Boisard-Koad, en karg eus kefridi ar sevenadur evit Kumuniezh Kumunioù Kreiz Breizh da glevout ivez er reportaj.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio