Tremen arnodennoù ar breved e brezhoneg: soñj un nebeut skolajidi eus Diwan
O tostaat emañ arnodennoù dre skrid ar breved! 'Benn ar 26 hag ar 27 a viz Even 'vint dalc'het 'ba Breizh ha 'ba Frañs. Poder arnodenn 'nont ar skolajidi zo e trede klas evit gellout tapout diplom fin ar prantad skolaj: math, galleg, istor douaroniezh ha skiantoù. Peseurt yezh 'vo implijet gant skolajidi Diwan da genver an arnodennoù se ? Roet eo bet an aotre da skolajidi skoliataet e sistem Iskatola tremen o arnodenn skiantoù, fizik hag svd, en euskarreg gant an Deskadurezh Stad… Evit poent n'hallo ket bugale Diwan ober kement all e brezhoneg… Evito eo direizh tremen hep gellout skrivañ arnodennoù en o yezh skol se zo kaoz zo lod anezho yaio dreist da reolennoù an Deskadurezh Stad… Deomp da selaou un nebeut skolajidi 'zo e trede klas e Diwan 'ba Relecq-Kerhuon… Romane, Awen, Laouen ha Coline. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.