Keleier ar vro d'ar Yaou 15 a viz Even
Nec'het eo ar gevredigezh « Solidarité Paysans », a sikour ar beizanted gant diaesterioù.
Raktres lezenn programmiñ ar justiz a fell dezhi treuzkas darn eus galloudoù al lez-varn justiz d'al lez-varn kenwerzh. Ar pezh ne vefe ket un dra vat evit al labourerien ha labourerezed-douar o deus diaesterioù ekonomikel hervez ar strollad. Muioc'h a ditouroù gant Jil Killevere eus Solidarité Paysans ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.
Tremen ar breved e brezhoneg penn da benn ?
'Benn ar 26 hag ar 27 a viz Even e vo dalc'het arnodennoù ar breved. Roet eo bet an aotre da skolajidi skoliataet e sistem Iskatola e Euskadi da dremen o holl arnodennoù en euskareg gant an Deskadurezh Stad… Met evit poent n'hallo ket bugale Diwan ober kement all e brezhoneg ha lod anezho yay dreist da reolennoù an Deskadurezh Stad… Deomp da selaou un nebeut tredeidi e Diwan 'ba Relecq-Kerhuon… Romane da gentañ, ouzh mikro Erwan Blanchard.
Holl reportajoù Keleier ar Vro a c'heller klevout AZE
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Dav eo ospital Landerne da serriñ e servij gwilioudiñ e-pad tost daou zevezh c'hoazh.
- 150 kumun a c'hello lakaat e plas un taos ouzhpenn war an eil-tiez e Breizh
- 50 implijad hag implijadez eus Ikea o deus diskroget gant o labour dec'h e Brest
- Lazhet zo bet un den gant ar polis dec'h en ur vanlev deus kêr Angoulême
- Ouzhpenn 100 000 a dud o deus ranket kuitaat o ziez e India hag e Pakistan dec'h
- 79 divroad ha divroadez a zo marvet d'an nebeutañ dimeurzh da noz e bourzh ur vag a oa o treuziñ ar mor Kreizdouar
- Div wech muioc'h a girri-nij a vo en oabl 'benn 20 vloaz
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas