Barnet e vo al labourerien-douar el lez-varn kenwerzh
Ar gevredigezh « Solidarité Paysans », a sikour ar beizanted gant diaesterioù. Nec'het eo gant raktres lezenn programmiñ ar justiz, a fell dezhi treuzkas darn eus galloudoù al lez-varn justiz d'al lez-varn kenwerzh. Ar pezh ne vefe ket un dra vat evit al labourerien ha labourerezed-douar o deus diaesterioù ekonomikel hervez ar strollad. Muioc'h a ditouroù gant Jil Killevere eus Solidarité Paysans.
Setu klevet ho peus Jil Killevere eus ar gevredigezh « Solidarité Paysans » a sikour ar beizanted o deus diaesterioù ekonomikel. Digwener a oa bet tabutet tro-dro d'an danvez-lezenn gant ar senedourien ha votet e oa bet gante.
Ur atersadenn gant Metig Jakez-Vargas