Ne vo ket arc'hantaouet aerborzh Kemper gant ar rannvro ken
Prezidant ar rannvro en eus disklêriet ne vefe ket skoazellet ken aerborzh Kerne e Pluguen adalek miz Du. Re nebeud a dud a dap ar c'harr-nij etre Kemper hag Orly, linenn bennañ an aerborzh. Nebeutoc'h eget 12 000 den o deus tapet e Pluguen warlene pa oa gortozet d'an nebeutañ 80 000. Ne c'hell ket kement-mañ padout hervez Chesnay-Girard. 10 million a euroioù a zo bet postet en aerborzh gant ar rannvro abaoe 2017. Darn eus an dilennidi lec'hel o deus savet o mouezhioù a-enep an dra-se evel Michel Canevet, senedour e Penn-ar-Bed, pe maerez Kemper. Xavier Quéméré a zo dilennet e ti-kêr Pluguen en tu-enep. Digarez en deus bet da dapout ar c'harr-nij 5 pe 6 gwech ar bloaz evit e labour a-raok bezañ war e leve. Reiñ a ra e soñj deomp war an doser-mañ.
Klevet o peus Xavier Kemere, kuzulier-kêr e Pluguen, ha Corentin Gaillard, mouezh-aotreet an UDB Yaouank. Kinnig a ra an UDB e vefe postet an arc'hant a veze roet d'an aerborzh da renevesaat al linennoù tren rannvroel, etre Rosko ha Montroulez hag An Alre – Sant-Brieg da skouer.
Ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas