Keleier ar vro d'ar Yaou 1tañ a viz Ebrel 8e30 beure
- Plouvorn: ur gumun saotret gant 80 000 pemoc'h
Eil lodenn un heuliad war ar sevel moc’h ‘vo embannet gant Splann ! Warc’hoazh… Danvez al lodenn gentañ ‘oa diwar benn ar feurm uzin « avel vor » ‘ba Landunvez. An taol mañ eo distroet enklaskerien Spalnn da Vro Leon a benn studiañ ur gumunn lec’h ‘zo savet 80 000 porc’hell en holl ‘ba atantoù bras mat ! Plouvorn eo anv ar gumun se etre Landivizio ha Kastell-Paol. Da lenn eo an enklask war Splann.org. Muioc’h a displegadennoù gant Juliette Cabaço-Roger zo unan eus kenurzhierezed ar media enklask.
- Frankiz evit Mortaza Behboudi
Abaoe 5 miz eo toull-bac’het Mortaza Behboudi en Afghanistan. Ar c’hazetenner gall hag afghanad zo bet arestet gant an dalibaned ar 7 a viz genver e Kaboul. Mortaza en deus labouret evit mediaioù ‘giz Libération, Médiapart, France Télé pe c’hoazh La Croix. Ar c’hazetenner a zo anveet mat e Breizh pugur neus kemeret perzh e Festival sinema Douarnenez. Tamallet eo da vezañ ur spier. Dimeurzh eo bet aozet un devezh stourm e Roazhon. Un devezh aozet gant Kuzul skoazell Mortaza Behboudi Douarnenez Breizh ‘sambles gant Kleub kazetenniñ Breizh. Selaouomp Loeiza Alle a zo kazetennerez hag he deus kenaozet an devezh-se …
Gallout a rit dizoleiñ diskouezadeg À travers l’Afghanistan sous les Talibans bet savet gant Rachida El Azzouzi kazetennerez e Mediapart ha Mortaza Behboudi. Gallout a rafec’h dizoleiñ an diskouezadeg e kleub kazetennerien Breizh e Roazhon betek fin miz Gouere hag an 30 a viz even e Etel.