Distro en Baie a ginnig d'an dud nammet mont da vageal
Distro en Baie
Abaoe 12 vloaz e vez aozet an darvoud Distro en Baie gant ar gevredigezh « Optimiste 29 » e Douarnenez. E-pad 4 devezh e vez degemeret tud nammet war bourzh bigi a bep seurt dezho da vageal e Bae Douarnenez e-pad un eurvezh. An devezhioù-se a ra vad d'an dud, a zispleg deomp Louis Spineg. Prezidant SNSM Douarnenez eo eñ ha sikour a ra da aozañ an darvoud.
Loc'hañ a ra ar bigi deus porzh Treboul e Douarnenez ha warc'hoaz e vo devezh diwezhañ. Pep hini a c'hell mont da bourmen war vor met evit an dud nammet eo aozet an traoù da gentañ. Da 11e beure e krog ar pourmenadennoù, hag abadennoù ha boued a zo war ar porzh ivez.