"Des vies orageuses", ul levr war an buhez an divroidi ha divroadezed e Frañs
Emañ ar strollad Tcholeiy (a dalvez labous e pulareg), deus Grenoble, oc'h ober un droiad e Breizh er mare-mañ evit kinnig o levr « « Des Vies Orageuses ». Ur romant diwar-benn an divroañ hag ar politikerezhioù « demeger » e Frañs an hini eo, savet diwar testennioù divroidi ha mezegezeg. Tri bloaz 'zo bremañ he doa lakaet Riwana Baudu en he soñj ober al levr-mañ, pa laboure en ur greizenn diguzhat kleñvedoù. Setu ar pezh a gont deomp diouzhtu.
Fenoz e vo kinniget al levr e Brest er Beaj Kafe da 7e, er Releg disadorn hag e Tredraez-Lokemo disul. Troiad klok kinnig al levr a c'hellit kavout war pajenn facebook « des vies orageuses » pe war lec'hienn an embanner : Le Monde à l'envers.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas