50 vlez Kan ar bobl e Pondi !
Lidet ‘vo 50 vlez Kan ar bobl an dibenn-suhun mañ ! Ar festival oe savet en Oriant e-pad ar Festival etrekeltiek… E-raok bout dilojet e Pondi.
E Pondi, neuzen, vo dalc’het gourfenn kenstrivadeg kanenneù ha sonadegeù engounel Breizh… Tolpadeù oe savet aveit dibab piv a yay da soniñ, da gañañ pe da gontañ àr leurenn Kan ar bobl an dibenn-suhun-mañ… E Bro Alre, Bro Dreger, Bro Gerne, Bro Ille de France hag en ur bochad broieù arall oe savet an tolpadeù ! Ar vugale vo ivez àr ar leurenn kar ur bochad skolieù a gemera pezh er festival-sen. Ar blez-mañ eh eus pouar skol divyezhzeg ha tregont a za da ganiñ e Pondi !
Da lidañ an deiz-ha-blez oe lakaet e plas abadennoù nevez… Selaomp Gwen, den a youl vat er C’hab, ha Mireille diouzthu, tenzourez Kan ar bobl.
Goude ar c’hoñkourieù vo savet ur fest-noz disadorn, da nav eur… Fleuves, Modkozmig pe c’hoazh Menneteau-Lange vo àr ar leurenn ! Kavit razh ar program àr lec’hienn internet Kan ar bobl !
Atersadennoù savet get Yuna Kojan.