Higa, bodadeg an dud yaouank a gomz yezhoù minorelaet
Higa, pederved kejadenn etrevroadel an dud an dud yaouank a gomz yezhoù minorelaet a vo dalc'het e Gasteiz (Euskal Herria) e miz Gouere ar bloaz-mañ. An abadenn ziwezhañ, e 2018, he doa bodet tud deus 45 minorelezh. Tud yaouank eus Europa a oa (Samied, Euskariz, Katalaniz, bretoned...) met ivez Tamouled, tud Mapuche, Kichwa (Quechua) pe c'hoazh Tamazigh. Pal an devezhioù-se a zo bevañ ha prederiañ asambles ha krouiñ liammoù etre kumuniezhioù yezh, 'vel ma tispleg deomp Morgane Lincy-Fercot, a genaoz an darvoud.
Morgane Lincy-Fercot a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Emañ skipailh Higa o c'hortoz enskrivadurioù brezonegerien ha brezhonegerezed yaouank! Digor eo an enskrivadurioù enlinenn betek ar 16 a viz Ebrel, war al lec'hienn HigaGasteiz.com, evit an dud etre 18 ha 35 bloaz.