Dekvet devezh stourm enep reform ar leveoù
An dekvet devezh stourm oa dalc’het dec’h enep reform ar retredoù. Manifestadegoù oa savet e Bro C’hall hag e Breizh a-bezh. Ouzhpenn 90 000 a vanifesterion o deus dibunet dec’h e Breizh. Stañket oa hentoù Roazhon pe Gwened, stalioù rafinañ e Bro C’hall a-bezh hag hentoù houarn ivez, ‘vel en Oriant. Du-hont ‘oa 10 000 manifester hervezh ar sindikadoù… Ha 6 700 hervez ar prefeti.
Yuna Kojan oa war plas evit an dekvet manifestadeg en Oriant. Startijenn oa gant an dud c’hoazh da vanifestiñ ha da storm enep ar reform… Ha fuloret int ivez, war un dro. Selaomp mouezhioù manifesterion ha manifesterezed an Oriant diouzthu.