25 000 a dud er Poatou a-enep ar megabasinoù
Ur pezh manifestadeg a oa bet disadorn er Poatou da zifenn an dour. Abaoe dibunadeg vras Sainte-Soline e miz Here tremenet e tasson ar stourm a-enep ar megabasinoù er Frañs a-bezh. Met ivez dre ar bed ! Un emgav etrevroadel a oa deus an dibenn-sizhuniad-stourm-mañ hervez ar strolladoù Bassines non merci, Les soulèvements de la terre ha Kevredad ar Beizanted. E pep lec'h e klask an agro-industriezh lakaat he c'hrabanoù war an dour, eme an aozerien. Ha sec'hoc'h-sec'hañ ar bed e-keit-se...
Met nac'hañ a ra ar gouarnamant ober ur moratouar war ar megabasinoù. E-tal e klask ar stourmerien herzel ar chanterioù sevel stankoù-dour. Respont a ra ar Stad o tifenn an dud da vanifestiñ. Stenn oa bet an traoù disadorn ha niverus an dud gloazet...
Tomaz Laken en doa gallet pellgomz da Odile, manifestourez, pa oa disoc'h ar vanifestadeg e fin an abardevezh...
Un nebeud resisadurioù diwar ar gont a dud bet gloazet disadorn :
Ouzhpenn 200 den a vije bet bleset hervez an aozerien. Un dek bennaket anezhe bet gloazet fall-fall ha kaset d'ar CHU. Ur manifestour zo er c'homa hervez Bassines non merci. Ha kadarnaet eo bet gant Lig gwirioù bugel-den e oa bet skoilhet ar Samu gant ar boliserien.
Hervez ar prefeti e vije bet gloazet 7 manifestour, tri anezhe gloazet fall-kenañ. 28 jañdarm a vije bet gloazet a-hend-all, en o-mesk daou bleset fall-kenañ...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken