Stanket eo Valorys e Plûned abaoe dec'h !
War vrasaat ec'h a ar stourm e Bro-Dreger evel e kalz a lec'hioù e Breizh hag er Frañs. Diskroget o deus dastumerien lastez kumuniezh tolpad-kêrioù Lannuon diouzh o labour ar beure-mañ. Un dri-ugent studier bennaket o deus votet stankañ IUT kazetenniñ Lannuon herie. Hag abaoe dilun eo stoc'het uzin ar SMITRED e Plûned diwar galv ar strollad etresindikadoù. Eno e vez meret lastez parrezioù kornôg Aodoù-an-Arvor. Al lastez produet ba tolpad-kêrioù Lannuon Treger Kumuniezh (LTC) ha Gwengamp Pempoull "Agglo" (GPA). Lomig, stourmer a-enep reform ar retredoù, a oa deuet da souten grevisted al labouradeg dec'h. Respontet en doa da c'houlennoù Morgan Large eus RKB.
Hervez Eric Robert, prezidant Valorys, e vez kollet 45 000 euro an deiz pa chom an uzin a-sav... Gant an harz-labour e uzin Plûned hag ar grev e servij dastum lastez an tolpad-kêrioù zo bet divizet serriñ al lastezerezhioù hudu adalek kreisteiz war-bouez hini Plistin.