Degemeret vefe ar flammenn Olimpel e Penn-ar-bed ?
Kuzul Departamant Penn-ar-Bed a baeo 180 000€ evit degemer troiad ar flammenn Olimpel. A-enep krenn d'an diviz-se emañ strollad an UDB rak ne c'hallo ket an darn vrasañ deus ar vretoned ha bretonezed profitañ deus ar c'hoarioù ha ne vo ket degemeret abadenn sport ebet er vro evit ar c'hoarioù. An arc'hant-se a rankfe bezañ dispignet evit kreñvaat politikerezhioù publik an departamant kentoc'h evit ar strollad. Selaouomp Maksim Touze diouzhtu, eus an UDB.
Ha departamantoù all e Breizh o deus nac'het degemer ar flammenn : Aodoù-an-Arvor ha Liger-Atlantel. Keit ha ma n'eo ket bet paeet c'hoazh gant kuzul departamant Penn-ar-Bed degemer ar flammenn e c'hell bezañ nullet an diviz-se c'hoazh.
Maksim Touze eus an UDB a oa deus mikro Metig Jakez-Vargas.