en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier beure d'ar gwener 17 03 2023

Keleier beure d'ar gwener 17 03 2023

War ledanaat e ya ChatGPT!

Moarvat ho peus klevet komz eus ChatGPT, an ostilh bet lañset e miz Du 2022 gant an embregerezh amerikan OpenAI. Emañ an embregerezh o paouez embann ur version nevez eus e venveg just a-walc'h. ChatGPT zo un chat savet diwar tretamant otomatek al lavar. Gallout a ra toullañ kaoz ganeoc'h dre skrid a-drugarez d'an naouegezh artifisiel. Ha chomet e oa boemet meur a hini er mizioù tremenet o c'hoût e oare ChatGPT distripañ un tamm brezhoneg ! En tu-hont d'an ostilh-mañ meump klasket goût peseurt interest a oa d'an « IA », d'an naouegezh artifisiel, lakaet da dalveout evit hom yezh... Un tamm eus ar respont gant daou zen a oa deut eizhtez zo da Di ar Vro Gwengamp da luskañ ur gaozeadenn war ar sujed : Gweltaz Duval-Gwennok a zo o labourat war un aplikasion, un arload « digejañ ar vouezh », ha Mélanie Jouitteau, enklaskerez war skiantoù al lavar er CNRS... Mélanie Jouitteau ha Gweltaz Duval-Gwennok a oa gant Tomaz Laken.

 

 

Lakaet eo ar pesketa war wel gant ur Festival en Oriant

Festival sinema pesketourien ar bed a zistray e Bro an Oriant ar sizhun-mañ ! Komañs a ray d’an 19 a viz meurzh betek ar 26 a viz meurzh. Savet oa ar festival 15 bloaz ‘zo… Kalz a filmoù ‘vo da zizoloeiñ … Filmoù a zo savet diwar-benn ar besketerion, o vuhez, o labour hag ar vicher a ya da cheñch. Lakat vo ar gaoz ivez war an doareoù da besketa a zo disheñwel bras etre ar broioù. E fin ar festival vez roet prizioù da filmoù’zo gant ur jury… Savet eo gant pesketourien evel just ! Bep blez vez lakaet war wel sujedoù a bep seurt… Selaomp Alan ar Sann, kenbrezidant ar strollad pesketa ha diorren, ha prezidant ar festival.

 

 

 

 

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio