Keleier ar vro d'ar Yaou 23 a viz C'hwevrer 2023
Kreskiñ a raio priz an treuzdougen foran e Breizh
E mesk ar c’hinnigoù bet votet e budjed treuzdougen ar Rannvro e vo kresket priz an tikiji evit an TER rannvroel ha Kirri boutin ar rannvro, ar busoù Breizhgo. N’eo ket bras ar c’hresk-se ha ne vo ket evit tout an dud, met ur sin fall eo evit ar strollad Breizh a-gleiz, selaouomp Gael Briand Kuzulier rannvro ar strollad...un atersadenn da selaou AMAÑ.
Ha bac'het e vo Vincenzo Vecchi e Italia?
Digwener emañ lez-galv Lyon da lâret he soñj war afer ar stourmer italian Vincenzo Vecchi. Tec'het e oa eus e vro goude bezañ bet kondaonet taer diwar ul lezenn savet dindan renad Mussolini. Kondaonet e oa bet gant ar justis italian evit bezañ manifestet e 2001 a-enep ar G8 e Genova. Daouzek vloaz prizon oa bet lakaet war e chouk... harluet e Breizh abaoe 2011. Muioc'h a ditouroù da glevet AMAÑ.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Plankton a oa er mor er Vro Vigoudenn ha n'eo ket saotradur
- Fellout a ra da dilennidi breton zo mirout ouzh ar c'hevredigezhioù ekologour pe ar geodedourien da zougen-klemm a-enep ar c'hraouioù-morc'h
- Kaset e vo an ti-bank BNP Paribas dirak al lez-varn rak ne zouj ket ouzh an hin
- Echu eo an Ened war an ton bras dec'h e Douarnenez
- Tri astraer, daou rusian hag un amerikan, a zo sac'het en egor
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas