Touellerien eo deputeed an RN er Vodadenn vroadel?
Un dek deiz zo bennaket e oa pedet an dud d'ur brezegenn e Gwengamp diwar-benn an tu dehoù pellañ er Vodadenn Vroadel. « Autopsie des imposteurs FN/RN au Palais Bourbon », sell aze anv ar goñferañs-diviz a oa bet d'an 9 a viz C'hwevrer diwar intrudu ar sindikadoù CGT, FSU ha Solidaires. Perzh eo an tri sindikad-mañ e-barzh VISA, Vigilance et Initiatives Syndicales Antifascistes, ur gevredigezh a stourm evit ma ne vo ket aloubet an dachenn sokial gant an tu dehoù pellañ.
Nevez zo e kreiz Breizh zo bet tud eus an tu dehoù pellañ o tagañ dilennidi ha kazetennerien pe c'hoazh o skignañ traktoù ha skritelloù a-enep ar repuidi. Ha betek er Vodadenn Vroadel e tiston mennozhioù an tu-se... Abaoe eo aet da zeputeed ouzhpenn pevar-ugent kandidad RN e teu ar re-se da vezañ ordinaloc'h-ordinalañ... Ha kontrol d'ar pezh a faot dezhañ reiñ da grediñ, n'emañ ket an tu dehoù pellañ deus tu an araokaat sokial, eme Anne Koadig eus ar sindikad Solidaires...