30 vloaz eo "Produet e Breizh"!
An Neveziñ hag ar re yaouank, setu tem an devezh labour bet aozet gant Produet e Breizh. Digwener eo bet lidet war un ton bras deiz ha bloaz produet e Breizh. 30 bloaz zo oa bet krouet ar rouedad evit bodañ embregerezhioù Breizh hag evit diorren ekonomikel Breizh. E Palez an Donvor e oa bodet ‘zpenn 1000 den, patroned ha pennoù bras ezel deus al lobbi. En un nebeut sifroù, Produet e Breizh a vod tost 500 embregerezh, da lâret eo kant dek mil labourer ha labourerez war breizh a-bezh. Brudet eo dreistholl evit al logo embannet war produioù an embregerezhioù ezel da lâret eo 4000 produ. Kreskiñ a ra ingalig ha dousig ar rouedad, 20 embregerezh ouzhpenn a zo bep bloaz. En emvod meur-mañ eo bet kinniget gant ar rouedad ar raktres Produet e Breizh. Selaouomp Malo Bouessel du Bourg Pennrener Produet e Breizh. Gant anton Burel emañ.