Manif a-enep adreizh al leveoù e Gwengamp
C'hoazh ur wech e oa bet ur mor a dud o vanifestiñ disadorn ba'r Frañs a-enep raktres ar gouarnamant da gas oad ar retred eus daou vloaz da bevar bloaz ha tri-ugent. Hag ar memes santimant e pep lec'h...Prest e seblant bezañ kalz a dud da galetaat ar stourm ! Prometet zo gant ar sindikajoù harpañ ar Frañs da vat, ba tout ar sekteurioù a-benn teir sizhun amañ, a-benn ar 7 a viz Meurzh... Da vihanañ e oa bet 200 000 a Vretoned hag a Vretonezed o tibunañ e fin ar sizhun. E-tro 4000 a dud a oa bet o vale dre straejoù Gwengamp disadorn. Daou retredad a oa du-hont : Gilbert, bet paotr an heñchoù, ha Jean-Jacques, bet kontroller laezh...
Un atersadenn gant Tomaz Laken