en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Adreizhañ sistem al leveoù: muioc'h 'vit 150 000 manifester zo a enep war ar straedoù 'ba Breizh

Adreizhañ sistem al leveoù: muioc'h 'vit 150 000 manifester zo a enep war ar straedoù 'ba Breizh

Daou vilion a vanifesterien hervez ar stroll etre sindikad 'noant manifestet dec'h. Un trede devezh stourm a-enep raktres adreizhañ sistem al leveoù kaset gant gouarnamant Bro-C'hall. Hervez minister an diabarzh eo un tammig muioc'h 'vit 750 000 a vanifesterien 'vefe o vanifestiñ bet… Pezh 'zo e kendalc'h ar stourm memestra... Hag ar studierien 'neunt divizet kemer perzh ennañ da vat. Stanket eo bet gant studierien skol-veur Roazhon 2 ha skol-veur Segalen 'ba Brest. 'Ba Breizh eo da nebeutañ 150 000 den 'oa war ar straedoù hervez sifroù minister an diabarzh. War dro 18 000 a dud 'noant manifestet 'ba Brest, 6500 'ba Kemper, 8000 'ban Oriant, 12000 'ba Sant Nazer, 20 000 'ba Roazhon pe c'hoazh 23 000 'ban Naoned… 'Ba Montroulez eo etre 4000 ha 9000 a dud 'noant kemeret perzh 'bar vanifestadeg… Un tamm nebeutoc'h 'vit ur sizhun 'zo… Gwir eo ur striv eus perzh an implijidi mont da stourm… Se 'zo kaoz 'vo manifestadegoù 'benn disadorn. Selaouomp Lizig 'oa 'ba Montroulez dec'h ha war lerc'h 'po tro da glevout Jean-Philippe hag Efflamm. Ur reportaj gant Erwan Blanchard

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio