en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Kalite an dour-kog e Breizh

Kalite an dour-kog e Breizh

Emskiant eo ar vretoned hag ar bretonezed ez eus kudennoù tro dro d’an dour… Setu disoc’h un enklask savet gant kreizenn kelaouiñ an dour. Goulennet oa bet gant 177 a dud petra oa o soñj diwar-benn implij an danvez-se. Ur sujed a-bouez eo e Breizh, dreist-holl goude sec’hor bras an hañv paseet. Hervez an enklask e kompren ar muiañniver eus an dud aterset eo pouzhus cheñch ar mod da veveziñ an dour. 86 % eus an dud o deus fiziañs en dour-kog, hervez an enklask. Met ankienet eo lod all e-keñver kalite ar pezh zo evet… Peogwir e chom louzeier en dour e Breizh. Evel pezh a lâr deomp Jean-Paul Runnigo, ezel Dour ha Stêrioù Breizh, eus mikro Yuna Kojan. Dalc’hoù all a zo liammet gant an dour… pa gresk ar boblañs e kumunioù an Arvor e-pad an hañv da skouer, n'int ket gouest da dretiñ kement a zour lous. O labourat emañ ar Rannvro war ur stuñv ekonomikel war an dour hag ar beveziñ. Lakaet e vefe e plas e-pad an nevez-amzer.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio