de la Rouerie, ur jeneral 'neus stourmet evit dizalc'hiezh Stadoù-Unaned!
Ur c'hollok a oa dalc'het disadorn dremenet diwar benn de la Rouerie! Aozet e oa gant Skol Uhel ar vro e Roazhon. Un digraez da vrudañ buhez ha stourmoù koronal Armand de la Rouerie hag an darempredoù etre Breizh ha Stadoù-Unaned. Da vare brezel dizalc'hiezh ar Stadoù-Unaned e oa aet de la Rouerie da skoazell an dispac'hourien amerikan a-enep ar Saozon. Thierry Jigourel en deus kemeret perzh en un daol grenn war dem ar Rourei hudu an deiz. Nevez 'zo en deus embannet ur vandenn dreset anvet "Colonel Armand de Washington à l'armée des chouans". Displegañ a ra deomp ar mod eo tremenet an devezh studi. Emañ gant Anton Burel.