DGCCRF: an implijidi en harzh-labour dec'h
Ul lodenn vat eus implijidi an DGCCRF, renerezh da gontrolliñ ar gervezerezh hag an touellerezh, 'noant graet harzh-labour dec'h 'ba Breiz ha 'ba Bro-C'hall a-bezh. Fell 'rae dezho diskouezh pegen start eo ober o labour bremañ: un nebeut bloavezhioù 'zo 'oa bet cheñchet mont en-dro ar velestradurezh mañ ha war un dro 'ya an niver a implijidi war digreskiñ. Deomp da selaou muioc'h a displegadennoù gant Loeiz Grall 'zo dileuriad CFDT 'ban DGCCRF 'ba Brest. Gant Erwan Blanchard.