Dilezet e vo Horizon e Kallag
Ar raktres douget gant an tu-kreñv en ti-kêr asambles gant ur fond arc'hantiñ prevez ha sañset addegas buhez ba'r bourk dre reiñ bod d'un nebeud familhoù a dud divroet. Met abalamour d'un enebiezh kreñv digant an tu-dehoù pellañ, ur c'hampagn gouennelour hag enepyuzev, ha tagadennoù grevus a-enep an dilennidi, gourdrouz lazhañ pe palforsiñ, zo bet divizet nullañ ar projed... Kadarnaet e tlefe bezañ an dra-se a-benn ar c'huzul-kêr a vo d'ar 24 a viz Genver... Bet eo Tomaz Laken o c'houlenn e soñj digant un den deus Kallag. Jacques Auffret a oa bihan pa oa bet digemeret en e gomun e 1937 refujieed o tec'hout kuit rak ar brezel sivil er Stad-Spagn. Ba e soñj eo ret degemer an dud gwasket ba o bro. Dipitet eo e vefe dilaosket ar raktres Horizon neuze.
Embannet en deus ar Fond arc'hantiñ Merci bezañ dipitet-kaer gant diviz kêr Gallag hag e oa e sell da gas ar raktres da benn en ur gumun all e Bro-c'hall.
Un atersadenn gant Tomaz Laken.