en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Elizabeth Borne ne gendrec'h ket ar sindikadoù gant reform al leveoù

Elizabeth Borne ne gendrec'h ket ar sindikadoù gant reform al leveoù

E penn kentañ ar sizhun mañ he doa ar vinistrez kentañ gwelet dileuridi ar sindikadoù pennañ. Met 'Neus hini ebet anezho 'zo savet a-du gant kraf pouezhusañ ar reform : bezañ rediet da c'hortoz an oad a 65 bloaz evit gellout mont war e leve. Abaoe ar reform e 2010 savet gant Eric Woerth e c'hell ar Frañsizien lakaat da dalvezout o gwirioù da 62 vloaz.

Dilezet 'oa bet e 2021 ar reform dre zasparzh 'oa bet prometet gant Macron… Moarvat ne 'vo ket aes lakaat e pleustr ar reform nevez 'vo kinniget da vat 'benn 'sizhun all… 80% eus ar Frañsizien, hervez ur sontadeg gant an IFOP, a zo enebet krenn ouzh ar fed da vont war o leve adalek an oad a 65 bloaz… Ur soñj 'zo rannet ivez gant ar CFDT 'vel 'pezh 'neus displeget Andre Gars, ezel eus ar sindikad, da Erwan Blanchard….

Memestra 'noa embannet ministrez kentañ gouarnamant Frañs n'eo ket an oad a 65 bloaz un "totem"… An oad a 64 bloaz a c'hallfe bezañ kinniget 'vit gellout tennañ e vad eus al leve. Gant ar CGT eo d'an oad a 60 vloaz rankfe an dud gellout paouez gant o labour… Manifestadegoù vo sur deoc'h 'benn ar sizhunioù da dont.

 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio