Stummadurioù an UBAPAR - gant Awena Le Baron-Courtet
An UBAPAR, Union Bretonne Pour l'Animation des PAys Ruraux, a zo ur gengevredigezh a stroll he nerzhioù da reiñ lañs d'an dakadoù diwar ar maez dre an dudi evit ar reoù yaouank dreist-holl, gant talvoudegezhioù an deskadurezh poblek tost deus an endro ha deus ar sevenadur. Stummet 'vez gante bep bloaz buhezourien ha buhezourezed d'an DABU (BAFA) ha d'an DARE (BAFD) e galleg hag e brezhoneg. Deiziataer stummadurioù 2023 a zo deuet er maez, Awena Le Baron-Courtet, karget eus an dudi e brezhoneg hag e c'hallaoueg evit an UBAPAR, a ginnig deomp danvez ar stummadurioù-se asambles gant titouroù diwar-benn ar sikourioù 'zo moien kaout d'en em enskrivañ.
Deiziataer ar stajoù e brezhoneg:
DABU staj diazez : etre ar 15 hag an 22 a viz Ebrel
DABU staj donaat pe barekaat (evezhier.ez gouroñkañ) : etre an 28 a viz Here hag ar 4 a viz Du
DARE staj diazez : etre ar 17 hag an 22 a viz C'hwevrer
Roll ar c'hampoù vakansoù : www.vakansou-otieus.bzh
Evit 'n em enskrivañ d'ar stummadurioù : BAFA-BAFD.UBAPAR.BZH