Metanizer er Chapel-Nevez: stenn an traoù
Marse ho peus gwelet anezo er vro, en douaroù kentoc'h : seurt toennoù gromm o kreskaat an eil war lec'h egile. Uzinoù metaniziñ emaint. Ouzhpenn 200 metanizer a zo e Breizh, met n'eus ket ken pell 'zo int bet savet. Savet lod bras anezo e-kerz an 3 blez paset.
3 miz ‘zo hon oe komzet deoc’h ag hini Ploufragan e-tal Sant-brieg gant Anne Gwilhoù. Enklask Splann, get Julie Lallouët Geffroy ha Raphaël Baldos oe bet embannet ivez war hom gwagennoù, evit roiñ ur sell hollekoc'h war ar goulennoù savet gant seurt savadennoù.
Pal ur metanizer a zo ober un dra bennak frouezhus gant al lastez graet gant an atantoù, an tier feurm : an teil, an hanvouezh hag al lastez struj a vez lakaet en un « dijestat » ha produiñ a ra biogaz.
Ur raktres sevel ur metanizer a zo e keriadenn Keriven, war kumun ar Chapel Nevez, e Mor Bihan. 2,5 tonenn lastez bemdeiz a vouedfe an « dijestat ». Pezh a zo, eo stenn mat an darempredoù etre saverion ar raktres, ar gumun hag ur lodenn vat deus an annezidi, o deus aon rag ar raktres-se. Savet eo bet ur gevredigezh, Transparence Chapelle Neuve, a gont bremañ 500 den. Enora Molac a zo bet da welet unan deus izili ar gevredigezh, emañ o chom war ar gumun. Cheñchet oe bet he anv, kuit dezhi bout kudennoù...