en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Peseurt efedoù 'zo gant ar galv da voikotiñ kib ar bed ?

Peseurt efedoù 'zo gant ar galv da voikotiñ kib ar bed ?

Diaes eo goût ma 'n eus un efed ar galv da voikotiñ « Kib ar Bed mell-droad ar baotred » e Katar kar meur a abeg a c'hell kas da zigreskiñ an niver a dud o sellet ar c'hrogadoù. War live Europa dre vraz 'n eus ar gazetenn Challenges jedet e voe deus un digresk braz : 43% nebeutoc'h a dud o defe sellet deus krogad kentañ o bro war an tele. Ar brashañ digresk a zo bet gwelet e Alamagn, e lec'h ma oant bet teir gwezh nebeutoc'h eget e 2018. Marteze eo liammet gant ar fed ne vez ket skignet ar matchoù gant ar pep brasañ deus an ostalerioù eno.

Ar fransizen padal, hervez audiañsoù TF1, a zo bet ken niverus dimeurzh eizteiz 'zo o sellet ar c'hrogad Frañs-Aostralia, hag e oant bet evit ar C'hib e Rusia. Ar pezh 'n eus lakaet prezidant ar federasion foball gall d'ober goap deus an dud o c'hervel d'ar boikot.

Mez evit ur c'hazetenner e FranceTvInfo, n'heller ket keñveriañ, kar e 2018 e oa bet skignet ar c'hrogad e kreiz an deiz, padal e oa da 8e d'abardaez ar bloaz-mañ. Ouzhpenn an dra-se, e 2018 ne oa ket kontet an dud o sellet deus ar c'hrogadoù war o fellgomzerioù, el labour, pe c'hoazh en ostalerioù. Ar bloaz-mañ int bet kontet padal, displegadennoù gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio