en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un atalier e brezhoneg da geginañ meuzioù evit ar gouelioù

Un atalier e brezhoneg da geginañ meuzioù evit ar gouelioù

Fardañ ur pred gouel en brezhoneg ! Gant Ti ar vro Leon 'oa kinniget ur prantad keginañ disadorn beure 'ba Gwiseni ! Etre 9e30 ha 12e30 'oa 10 deskard gwisket o zavanjer o selaou alioù fur Dylan Simon! Hemañ diwezhañ zo keginer anezhañ ha plijet bras gant treuzkas e anaoudegezhioù d'ar re all. Evit ar wech kentañ 'oa aozet un atalier keginañ gant ti ar vro Leon… Marie Kalvez 'neus aozet an atalier 'vit ar gevredigezh…

 

Kement a verzh 'neus graet an atalier keginañ 'vo, surmat, savet un eil hini 'benn an nevez hañv… Hag aze 'vo ret bout prim 'vit lakaat e anv kar 10 den 'noant gellet kemer perzh 'ban atalier… diwar an 20 'noant goulennet kaout ur plas 'vit disadorn beure…

 

Marie Kalvez, Dylan Simon, Béatrice ha Sarah-Lou a voe aterset. Ur reportaj gant Erwan Blanchard. 

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio