en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur c'hollok war al lojeiz e Sant-Maloù

Ur c'hollok war al lojeiz e Sant-Maloù

Bevañ ha lojañ e Breizh, setu tem an devezh zo bet dalc’het digwener e Sant Maloù. An devezh a oa aozet gant tu gounid kuzul rannvro Breizh, da lâret eo ar strollad sokialour. Ouzhpenn da zaou c’hant den a oa enno, darn vrasañ deusoute a oa aktourien al lojeiz : saverien tiez, dilennidi hag all. Prezegennoù hag atalieroù zo bet dalc’het a-hed an deiz. Kinnigoù zo bet graet gant Loïg Chesnais Girard prezidant rannvro Breizh, Fanny Chappé kuzulierez rannvro e karg deus al lojeiz ha Laurence Fortin, bez-prezidantez kuzul rannvro Breizh e karg deus an tiriadoù, an ekonomiezh hag al lojeiz da vare un emvod kelaouiñ.

 

Du-se en deus respont Loïg Chesnais Girard d’ar vanifesterien o deus dibunet evit lakaat Breizh en takad tenn. Evitañ ez eus daou diskoulm : pe vefe lakaet Breizh a-bezh en takad tenn, pe e glaskfe ar prezidant tremen dre ar vodadenn vroadel ha dilemmel an takadiñ dre-vras.

 

Anton Burel neus kejet ouzh Nil Caouissin goude an emvod kelaouiñ, goulennet en deus digantañ e soñj war kinnigoù ar prezidant Loïg Chesnais Girard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio