en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un emgav e Karaez diwar-benn an emrenerezh

Un emgav e Karaez diwar-benn an emrenerezh

Pedet eo an dud a-du gant an emrenerezh da zont da Garaez disadorn.

Evit un emgav aozet gant ar gevredigezh Bretagne Majeure ha soutenet gant Pour une Bretagne Autonome, ur strollad bodet ennañ tud gant mennozhioù politikel liesseurt. Unan eus palioù ar vodadeg a vije bet dastum pennoù bras ar strolladoù o doa votet un het evit an emrenerezh e kuzul Rannvro Breizh e miz Ebrel tremenet. Un het etrezek ar Stad-c'hall da vont war-du muioc'h a c'halloud lezenniñ, reolennañ ha lakaat tailhoù er vro.

Met un tamm « couac » zo bet, hervez Kristian Troadeg, a zo e-mesk aozerien kollok disadorn... Un trakt bet dasparzhet e fin miz Here da goulz Gouel levrioù Karaez a lâre 'teuche un toullad brav a zilennidi-rannvro da Garaez da brezegenniñ d'an 19 a viz Du...na bout ne oant ket bet pedet tout ez-ofisiel c'hoazh ! Ha graet trsouz-adreñv gant meur a hini diwar se.

Met bezañ 'vo deus bodadeg Karaez memes tra, a lâr deomp Mathilde deus ar strollad dizalc'hour Douar ha Frankiz. 

Bezañ 'vo tud brudet o kemer ar gaoz disadorn : Jean-Guy Talamoni, bet prezidant Bodadenn Korsika, Lluís Puig, bet ministr ar C'hultur e Katalonia, ar jeograf François Hulbert, ar c'hazetenner Michel Feltin-Palas en deus skrivet nevez zo al levr Sauvons les langues régionales ! pe c'hoazh Djohar Le Clec'h-Sidhoum, a zo ispisializet war ar gwir... Etre 9e hag 1e goude kreisteiz e tremeno an traoù ba sal Glenmor Karaez.

 

Un atersadenn gant Tomaz Laken.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio