Yaouankaat "ar Rannoù" : Gant tud yaouank zo bet skrivet o rannoù dezho !
Pegen kozh eo ar ganaouenn « Ar Rannoù » ? Ha ken kozh eo ha mare an drouizhed evel ma lâre ar beskont Kervarker p'en oe embannet « Barzaz Breizh » ? Den ne oar.
Met yaouankaat a c'hellont ober atav ! Gant tud yaouank bro Gemper zo bet skrivet o rannoù dezho o-unan. Ar skrivagnerez Loeiza an Duigou a zo bet e klasoù brezhoneg skolioù, skolajoù ha liseoù Kemper, da sikour anezho da skrivañ, diwar skouer « Gouesperoù ar Raned ». Ha boemus disoc'h o labour, evel hini klasad termen divyezhek al lise Brizeux. Pep hini deus ar c'hlasad 'n eus skrivet ur rann, war ur sujed dibabet gantañ pe ganti.
Ar memes labour a zo bet kaset gant bugale ur skol kentañ derez Diwan e Kemper, ha skolajidi skolaj divyezhek Brizeux. Disoc'h o labour skrivañ a zo bet embannet e stumm paper, en ul levrig hag a c'heller kaovut e rouedad mediaouegoù Kemper Breizh Izel.
Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, hag a zo bet o welet liseidi klas termen brezhoneg al lise Brizeug e Kemper.