Bro Alré Gouil Bamdé betek an 13 a viz Du !
N'eo ket achu c'hoazh « Bro Alré Gouil Bamdé », fest Ti Douar Alre ! Forzhik abadennoù zo bet e miz Here : sonadegoù, prezegennoù, arvestoù pe baleadennoù… Ha kalz traoù all a vo betek an 13 a viz Du. Evit an 18vet gwech zo bet lakaet ur bern kevredigezhioù deus ar vro da gemer perzh ! Ur levrig zo bet moullet da renabliñ an holl abadennoù. Ha bemdez e vez kinniget traoù d'an dud ! Displegadennoù gant Katell Peron, kenurzhierez Ti Douar Alre.
Un pennad-kaoz gant Yuna Kojan.
D’ar merc’her 9 a viz Du e vo div abadenn e brezhoneg : lennadennoù e Santez-Anna-Wened evit ar vugale, da 11 eur. Ha goude merenn e vo un abadenn anvet « A vor da vor », un arvest evit ar vugale savet gant Nolùen Buhé ha Marthe Vassallo. E Pluvergad e vo ar sonadeg, e sal an Erminiged, da 6e noz.