Manifestadeg evit al lojeiz e Montroulez
Disadorn 29 a viz Here e vo dalc'het ur vanifestadeg e Montroulez evit ma vo lakaet Breizh a-bezh en takad-tenn. E penn kentañ miz Gwengolo eo tri chant den 'noant dibunet war straedoù Lannuon... Etretant eo bet votet al lezenn da reiñ ur budjed da Vro-C'hall... Goulennet 'oa gant ur bern kevredigezhioù 'vefe degemeret 'bar raklezenn ar binviji ya d'ober « an takad tenn »... Tammoù anezho, hepken, a gaver er budjed 'vel ar gwir da sevel un aztaoz war an eil tiez da skouer. Met evit Fabris Kadou, unan eus aozerien ar vanifestadeg 'vo disadorn, emañ pell Yann eus e gazeg. En holl eo 25 strollad ha sindikad a ya d'ober ar c'homite evit al lojeiz 'ba bro Montroulez, Fabris Kadou ezel eus War Sav an tu kleiz dizalc'hour en deus respontet da goulennoù Erwan Blanchard e anv ar c'homite.
Ur pennad-kaoz savet gant Erwan Blanchard
lec'hioù : Montroulez