en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Deskiñ deus al laboused e brezhoneg !

Deskiñ deus al laboused e brezhoneg !

Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h war al laboused, kit da Glegereg disadorn !

Ur brezegenn ‘vo savet diwar-benn al laboused, pe an evned e brezhoneg Bro Gwened… Kar ar brezegenn-se vo dalc’het e brezhoneg penn da benn ! Gant Padrig Drean vo kinniget an traoù. N’eo ket ornitologour anezhañ, met anavezout a ra kalz a draoù diwar-benn bed al laboused. Kontañ a raio un toullad munudoù e-keñver buhez al laboused… Ha traoù ‘zo da lâr ! Kar kalz a zo deuhouto er vro… Komz a ray eus laboused ar jardinoù, pe laboused eus ar maezioù kentoc’h… Selaomp Padrig Drean diouztu.

 

Ar brezegenn vo da 3e goude-kreisteiz disadorn, e sal ar c’huzul e ti-kêr Klegereg. Muioc’h a ditouroù gant ar gevredigezh Flaperion Kleg.

 

Un atersadenn gant Yuna Kojan.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio