Harz-labour : ar vanifestadeg e Roazhon
Un harz labour holek ‘oe dec’h, e Bro c’hall a-bezh. Tri c’hant mil manifester oe er streadoù, hrewé sifroù ar CGT, ha kant mil hrewé ministrerezh an diabarzh.
Ur galv ‘oe savet get ar CGT, FO, Solidaire hag FSU, heuliet get sindikadoù ar studierion ha studierezed.
Ohpenn ar goproù e oe o vanifestañ an dud enep reform ar leveoù… Hag enep ar rekisisionoù.
Ohpenn deg mil pemp kant a vanifesterion ‘oe e straedoù Breizh dec’h hervez sifroù an Télégramm.
E Roazhon pemp mil den o deus dibunet evit kreskiñ ar goproù ha difenn ar frankizoù sindikadel... En o mesk darn vrasañ ag an dud a oe er CGT. Anton Burel oe àr plas.