Euskariz yaouank e Kemper
P'emañ ar C'horrika o loc'hañ da gas an dud da c'haloupat dre vro Euskadi eo deuet un nebeut euskared yaouank da zizoloiñ Breizh.
Etre skolaj Diwan Kemper ha skol Arrasate en Euskadi e vez eskemmoù-kreñv dibaoe meur a vloaz, d'ar re yaouank d'ober anaoudegezh gant krennarded all, kar o yezh.
Katell Uguen a zo bet da welet anezho ar mintin-mañ e Kemper. Klevet 'vo soñjoù Glenan, Youna ha Leila, skolidi 3de klas a Gemper, ha Pepe, kelenner euskareg en Arrasate.