Dav eo krouiñ ur gopr hollvedel!
Hiriv eo an devezh bedel a-enep an dienez, ar baourentezh braz. Diaes eo goût resis pet den a zo paour tre e bro C'hall. Gall a reer niveriñ an dud o resevout an RSA : 18 000 e Penn-ar-Bede evit ar bloavezh 2021. Mez en niver-se n'emañ ket an dud war o leve, studierien·ezed, tud dindan 25 bloaz, artizaned hag artizanezed, tud e intermitañs, tud e penn un embregerezh, tud a ra interim, divroidi, hag all. E departamant Penn-ar-Bed c'hoazh zo muioc'h evit 20 000 den a resev boued pe bod deus perzh kevredigezhioù evel Bank ar Boued pe ar Sikour Katolek.
Un enkadenn sokial grevus a zo e bro C'hall hervezh Lig Gwirioù Bugel-Den. Kinnig a ra ar gevredigezh prederiañ war mennozh ar gopr hollvedel neuze, hag a c'hellfe bezañ un diskoulm. Tangi Louarn, deus Lig Gwirioù Budel-Den... Emañ gant Tunvezh Wlegen-Grandjean.