en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Möbius

Möbius

MÖBIUS Ur film savet gant : Eric Rochant (2013) Gant : Cécile de France, Jean Dujardin, Tim Roth. Evid ar re a vourr é selled douzh ar filmoù-polis, setu unan a blijo dezhe. Evid ar re e plij dezhe gweled Cécile de France pe Jean Dujardin er sinema, ne vint ket dipitet. Dalc'het e vez an dud adal ar penn kentañ ha beteg an termen diwezhañ gant ar film-se hon kas e bed ar finañs choazh, ar finañs gant he zu mafiaeg. Mez ag ar mafia rus e vez hanw ar wezh-mañ. Pe kentoch, e-lech bale e bed ar mafia, a pa vehe ar mafia rus, e valeomp e bed ar servijoù kuzh, re ar Rusi dre he FSB galloudeg, re ar Stadoù Unanet, dre ar CIA ken galloudeg. A-benn ar fin, neo ket ken splann al liammoù dar paour-kaezh Yannig etre toud an traoù-se. Ar pezh a zo sur, e bed an argant louz eh omp, an argant louz é klask boud onestaet. Hag evid onestaad argant louz e vez kavet tud, tud a-feson, tud direbech, prop warne evel ma vez lâret meur a wezh. Tud speredeg-braz, hag a anav mat al lezennoù ha toud an itrikoù hag an doareoù-ober evid roiñ do fratiked un inosañs direbech. Ha pa vez al labous-se ur plach braw ha disteñget, petra goulenn ouzhpenn ? Setu Cécile de France en ur rol nevez eviti, mez gouied a ra en em lakaad e-barzh gant un naturel ag an dibab. Jean Dujardin, diouzh e du, zo a-vod ive en e grochenn ajant rus&hag a gomz ruseg evel ne vern pesort moujik stummet e Skol-Veur Moskou ha galleg flour evel ne vern pesort titi parizian. Setu aze perzhioù mad un ajant doubl. Neo ket gwall siriuz, a lâro lod, boud lakaet an daou-se er roloù-se. Gwir eo un tammig. Mez sinema zo sinema. Ha ken du ema ar bed tro-dro dezhe ma en em laoskomp baleet gant ar sevener, tamm ha tamm. Ned an ket da gomz ag an istoer deoch pelloch. Kit da weled ar film-se ha tro ho po da vevañ a-bell e bro an argant, bro an ostelloù pinvidig, bro an otoioù braz, kér-ruz ha saotruz ha du o liw a-liez. Ha bro an dreitouriezh ive, bro an troioù kamm daet da relijion. Neus ket kalz a dud jentil er film, kalz a dud inosant. Toud emaint kamm a spered, mui pe vui. Lod beteg mel o eskern. Netra a vad da chortoz anezhe, er vuhez-mañ ataw. Mez petra faota deoch, evel se ema. Nheller ket chañch an dud, neus nemed an den a chell chañch e-hunan mar kar, mar gell, mar menn henn ober. Un dispach diabarzh a choulenn an dra-se, netra kén. Marse dre spurmantiñ ar pezh a chellehe ar garantez boud& Aha, kit da ouied ! Rag karantez a weler er film, ha braw da weled... Lakaomp ne vehech ket intereset gant an istoer, pinvidig-braz, e teskoch sinifiañs an titl dan nebeutañ : Möbius. Ansav a ran e oan chomet pell é chortoz ar perag ag an titl-se, daoust ma ouien ar pezh a oa dindan an hanw-se. Mez a-benn ar fin e tegouezh mat. Peadra da brederouriañ ha da filozofañ. Lâret e vez ema ar matematikoù ur chouiañs abstret, difetiz. Ya, mez dreze e vez braztreset meur a wezh hent meur a zen, evel er film-mañ. Setu brasaet ar mister evidoch choazh marse, chelaouerion gaezh ? Ale, ho leuskel a ran gant o choant da chouied hirroch. Neuze, setu toud evid hiziw, ha plijadur dan oll er salioù teñwel. JCLR.20130313.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio