en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

An Oriant : reoliata ar feurmiñ berrbad

An Oriant : reoliata ar feurmiñ berrbad

Tud kêr an Oriant a faota dezhe miret ur sell war marc’had ar feurmoù berrbad… Votet e oa bet muzulioù war ar sujed-se er c’huzul-kêr diriaou… Diwar vremañ e vo ret disklêriañ an holl lojerisoù a vez feurmet d'an douristed… Evit ma vefe mestroniet ar feurmiñ war prantadoù berr, mod AirBnb. Da lâret e vo savet ur seurt observatouar, un arsellva, gant ar pal dastum titouroù war stad marc’had al lojañ touristed en Oriant. Ret e vo d’an dud o deus c’hoant da lakaat feurmiñ dre AirBnb disklêriañ o c'hoant d’an ti-kêr. Ha cheñch a ray statud ar ranndier "AirBnb". Ma vez feurmet ur ranndi ouzhpenn 120 devezh ar bloaz e vo gwelet se evel ober koñvers. Ha ret neuze goulenn an aotre d'hen ober digant tud an ti-kêr. An aotrou maer a c’hallo roiñ an aotre evit 3 bloaz. Ha bep tri bloaz e vo dav adober ar goulenn. En tu enep zo bet votet evit lakaat e pleustr ar reolennoù nevez-se. Pennad-kaoz gant ar c'hoñsailher Gael Briand. Evitañ eo ar muzulioù-se un dra vat, ur bazenn gentañ… Met faot a ray mont pelloc’h evit-se en amzer da zonet...

 

Atersadenn gant Yuna Kojan

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio