Labourat muioc'h evit bezañ paeet kement : harz-labour e ti-post Roazhon
Bern Roazhoniz neunt ket resevet o lizhiri dec’h e Roazhon. Reuz zo e ti-post ar gêr-benn. Un diskrog labour zo bet galvet dec’h gant SUD PTT hag ar CGT evit stourm a-enep diviz renerezh an ti post e Roazhon. Fell a ra d’ar renerezh neuze lakaat al labourerien da labourat 26 devezh ouzhpenn bep bloaz o lakaat anezho da labourat muioc’h d’ar sadorn hep kresk ar goproù. Gant ar cheñchamantoù-se ne vefe ket paeet ken an eurvezhioù noz hag e vo gopred ur bern labourerien etretant (interimerien) ouzhpenn. Darn vrasañ deus labourerien kreizenn Roazhon-Koulomer neunt kemeret perzh en diskrog labour. Maelig zo paotr al lizhiri etretant e Ti-Post Roazhon.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.