Manifestadegoù enep enkadenn ar lojeiz e Breizh a-bezh
Gwened, Lannuon, Douarnenez ha Konkerne… Manifestadegoù ‘vo e pep kornad ag ar vro enep enkadenn ar lojeiz e Breizh.Razh ar manifestadegoù ‘vo aozet d’an deg a viz gwenoloñ. Kevredigezhioù, strolladoù, politikerion, sindikadeù… Goulenn a rant d’ar bolitikourion moienoù da stourm enep enkadenn ar lojeiz e Breizh. Met evit dilennidi’zo ar lojeiz zo ur gudenn holek… El pezh oe disklêriet get maerez Douarnenez Jocelyne Poitevin « ar lojeiz n’eo ket barregezh ar gêr met baregerzh a Zouarnenez kumuniezh ». Padal eh eus ostilhoù evit an tier-kêr… El an takadeù tenn. A-drugarez d’ar sistem-se ema moian d’ar vaerion stourmm enep kresk niver a eil-tier pe a airbnb en un tachad…. Pe enep kresk ar feurmoù ivez.
Tapet eo Breizh a -bezh get enkadenn ar loejiz...
Brendan Budok evit Un ti da bep hani, Josik evit Droit à la ville Douarnenez ha Gael Roblin evit strollad Tregor-Argoat-Goueloù takad tenn.
Atersadennoù gant Yuna Kojan.