Koulzad kehentiñ evit ar brezhoneg
Evit an eil bloavezh en eus Ti ar Vro Kemper asambles gant aozadurioù all lañset ur c'houlzad kehentiñ evit brudañ ar brezhoneg e Bro-Gemper.
Galvet o deus ar c'hevredigezhioù tud a vicher war ar c'hehentiñ ha kenlabouret o deus da sevel ostilhoù. Kement-mañ evit ma vefe displeget ha diskouezet splann an holl draoù kinniget e brezhoneg dre ar vro.
Ifig Flatres, rener Ti ar Vro Kemper, 'n eus displeget hiroc'h da Gatell Uguen.