Larsen ha mediator 45 : Woodstock, trede devezh
Setu-ni en em gavet e deroù hon trede devezh a sonerezh ha peoc’h, e, ya, lugan ar festival an hini ‘oa, hag a-drugarez d’an trede devezh-se e c’hounezo arzourien ‘zo ur brud etrevroadel pa chomo reoù all a-is d’ar pezh a veze gortozet d’o ferzh.
Tresomp diouzhtu ar skeudenn : dihunet eo bet an arvesterien ha tennet eus o seier-kousket e-kreiz an noz gant Sly and the Family Stone, heuliet gant The Who, ha setu tro Jefferson Airplane d’en em ginnig war al leurenn da 7 eur diouzh ar mintin.
Playlist :
- Jefferson Airplane : Volonteers of America, live at Woodstock
- Joe Cocker : With a little help from my friends, live at Woodstock
- Ten Years After : I ‘m coming home, live at Woodstock
- Crosby, Stills, Nash : Helplessly hoping (Foñs son), live at Woodstock
- Crosby, Stills, Nash and Young : Wooden ships, live at Woodstock
- Jimi Hendrix : Voodoo child, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »